lezer kaloun ar Zant da virvi a garantez evit Doue. Mez araok sevel d’ar Baradoz e lakeaz enn he gorf merkou burzuduz, rak kerkent ha m’oa eat kuit e oue guelet enn he dreid hag enn he zaouarn merkou an tachou hen d’oa guelet eun tammik bian araok e furm eun den a ioa astennet var ar groaz. He dreid hag he zaouarn o d’oa an ear da veza toullet gant tachou : ho fenn a ioa var bal an daouarn ha var chouk an treid. Begou an tachou a veze guelet var gil an daouarn hag e kleuz an treid. Pennou an tachou a ioa du ha round, hag ar begou a dreuze an treid hag an daouarn a ioa pleget evel evit lakaat anez-ho da vont adarre er c’hik. Enn he gostez deou oa ive eur gouli ruz, ledanded tri biz, evel pa viche great gand eun taol kleze, hag aliez ar goad a rede euz ar gouli-ze hag a deue da ruzia he zillad.
Ar Zant o velet lakeat enn he gorf merkou gouliou Hor Zalver enn he basion — E gallek e reont stigmates euz ar merkou-ze — en d’eoue eun tamm enkrez. N’oa ket euz a eun tu ho c’huzet ouz ar re a veze bemdez enn dro dez--