Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 257 —

Doue, ep lakaat evelato troad ebed var an douar. Neuze a zindan diouaskell ar Serafin, e oue guelet furm eun den, he zaouarn hag he dreid astennet ha stag ouz eur groaz. Diou euz he eskell a ioa a zioc’h he benn, diou all astennet evit nijal, hag an diou all a c’holoe he gorf. O velet eun dra evelse, Fransez a jommaz mantret, ha mantret braz. He galoun a ioa er memez amzer karget a joa hag a dristidigez a joa abalamour ma vele he Zalver dindan furm eur Serafin o sellet out-han gand karantez a dristidigez abalamour m’her guele stag ouz ar groaz. Eun dra ker burzuduz her lakea nec’het. Ne gouie petra da zonjal. Eur Serafin, eun eal n’en deuz korf ebed, hag evel-se ne c’helle ket beza staget ouz ar groaz. Piou eta a vele ? Evel a lavaran d’eoc’h nec’het braz oa pa deuaz eur vouez euz an env da lavaret dez-han e tlie dont da veza henvel ouz Jesuz abalamour d’ar garantez vraz en d’oa evit-han. Ne viche ket staget ouz ar groaz evel he vestr, mez dougen a rache enn he gorf merkou he c’houliou epad he basion.

Ar Serafin a zavaz d’an euv en eur