Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/264

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 256 —

dioc’htu petra c’houlenne Doue digant-han. Evel m’en d’oa great Jesuz, epad m’edo var an douar, Fransez en d’oa labouret guella ma c’helle evit savetei an eneou. Breman e vel e fell da Jesuz e teufe da c’houzaon ar poaniou en doa he-unan gouzanvet epad he basion. Evel em euz her lavaret d’eoc’h dija, Fransez a ioa torret he gorf, uzet he iec’hed ; a veac’h ma c’helle chomm enn he za. N’euz forz. Tan-goall karantez Doue a zeve he galoun, evel a lavar St Bonavantur. En em rei a ra d’ar bedenn kalounekoc’h c’hoaz eged a ziagent : krenvaat he feiz hag he garantez en d’oa c’hoant da ober c’hoaz, rak ne zonje nemed er verzerenti, n’en d’oa kenn c’hoant nemed da veza staget ouz ar groaz evel he vestr.

Eur mintinvez, d’ar bevarzek a viz Guengolo, deiz gouel ar Groaz, edo o pedi var gostez menez Alvern pa velaz o tiskenn euz an env eun eal, eur Serafin, hag en d’oa c’houeac’h askell ker skeduz hag an tan, lugernuz meurbed da velet. Ker buan ha ma kouez eur mean taolet a huel, an eal a ziskennaz var an den