Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/263

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 255 —

setu-me aman. D’eoc’h ounn penn-kil-ha-troad ; grit ac’hanounn ar pez a gerfot, pe lavarit dign petra da ober evit plijout d’eoc’h, evit diskouez d’eoc’h ho karan a greiz va c’haloun enn tu all da gement tra a zo. »

Eur vouez euz an env a respountaz dez-han : Digorit leor an Aviel : eno e velfot merket ar pez a fell dign.

Ker buan Fransez a c’halvaz ar Breur Leon en eur lavaret dez-han lakaat var an aoter leor an Aviel. Pa oue great kementse, ar Zant a lavaraz adarre : « Breman, Breur Leon, enn henor d’an Dreinded Santel, digorit teir gueach an Aviel, ma tiskouezo Doue dign petra fell dez-han a rafenn evit diskouez her c’haran dreist pep tra. » Ar Breur Leon a zigoraz leor an Aviel, hag enn dro genta ec’h en em gavaz var al leac’h ma kountor histor pasion Hor Zalver. — « Serrit-hen breman, eme Fransez adarre, ha digorit-ben el leac’h all. » Hag adarre el leac’h m’oa digoret e komzer ive euz a basion Jesuz. Enn trede gueach e c’hoarvezaz ar memez tra.

Fransez o velet kementse a anavezaz