nevez da vrezellekaat adarre pa viche red.
Hag ez’euz tud dre ar bed hag a deu d’en em glemm abalamour ma vezont avechou taget gand an drouk-spered ! Dalc’hit sonj mad ive-ta, kristen paour, eman atao an diaoul enn tu pe du o klask unan bennag da zamma, ha dalc’hit sonj ive ne vioc’h jamez dilezet gand Doue mar kirit en em arbedi out-han. Man euz bet kement da vrezellekaat, Fransez hag a veze savet dioc’h an douar varzu an env dre an nerz euz he garantez evit Doue, peger stard emgann na dleit-hu ket da gaout, c’houi hag a zo e kreiz trouz ar bed, ha kenn aliez e tro da bec’hi ? Evit kaout ar gounit var Zatan, evel hor Zant, n’oc’h euz nemed heulia aliou an Aviel a lavar d’eomp : Bezit atao var evez, ha pedit. Dalc’hit sonj ive eman erru marteze ar maro gand he vorzol da rei d’eoc’h an taol diveza. Ha neuze, mar emaoc’h e stad a bec’hed, o pezo keuz, keuz ar re zaoned, keuz re zivezat.
Goude kement all a nec’hamant hag a drubuill var menez Alvern, Fransez, treac’h d’an diaoul, a lavaraz : « A. Doue