Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/261

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 253 —

e oue taget gant-han. Eno aliez, a spered, e veze douget d’an env : mez a veac’h ma veze diskennet var an douar ma teue Satan da lavaret dez-han a bep seurt traou. Esaat a rea rei da gredi dez-han n’oa ar pez a vele hag a gleve gand Doue nemed huvreou eur penn direizet… Avechou, pa valee dre menez Alvern, ec’h en em gave var he hent, hag e lavare dez-han a bep seurt traou divalo… Avechou all e kemere furm eun den hag e roe skouer fall dez-han… N’ounn ket evit lavaret d’eoc’h kement giz fall a gemere an diaoul evit lakaat Fransez da falgalouni, da zilezer he Zoue ha da goueza er pec’hed, aoun em befe da zigas sonjou fall d’eoc’h enn ho spered. Ar pez a zo guir eo e kollaz an diaoul he boan hag he ioul. Fransez stag, ha stag mad ouc’h Jesuz, a anaveze he finesaou, he ardou, hag ho zrec’he bep taol. E kreiz an emgann, pa veze ar starta var-nez-han, e save he galoun varzu Doue, hag e pede : Goude an emgann ec’h en em strinke d’an daoulin evit trugarekaat Done da veza roet dez-han ar gounid var he enebour, hag evit goulenn nerz

15