Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/260

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 252 —

ouzoc’h ; ne ran forz ac’hanoc’h. N’hoc’h evit ober dign nemed ar pez a blijo da Zoue en eo ho mestr kerkouls ha va hini-me. Mad, er guel a Zoue, me a c’houzanvo gand choa kement tra a blijo dez-han : bikenn n’e dign enn he enep, bikenn ne rign eun dra hag a rafe poan dez-han. »

O klevet komzou evelse an diaoul a ziskenne d’an ifern, me gred, da glask seiz diaoul all goasoc’h evit-han, evel ma lavar an Aviel, ha neuze ec’h en em daolent oll var ar paour keaz Sant. Skei a reant varnez-han a daoliou dourn, a daoliou treid, a daoliou baz, her pilat a reant d’an douar, hen treina a reant euz an eil penn d’egile enn he gambr… Kement e veze skoet varnez-han ma veze brevet he gorf, ha m’an deveze antronoz beac’h o chomm enn he za… Hag an traou-ze a c’hoarveze avechou aliesoc’h eged bemdez !

Setu aze buez Fransez abaoue m’an d’oa kujteat ar bed.

Savet var menez Alvern, ne oue ket muioc’h espernet gand an drouk-spered eged n’oa bet a ziagent. Goasoc’h zoken