Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/259

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 251 —

rak, n’euz forze peleac’h e veze, an diaoul a rea out-han eur zell a gorn, hen heskine, hag hen tage rusta ma c’helle.

Setu aman, ervez ar pez en euz skrivet Thomaz Celano, unan euz he ziskibien, tri bloaz goude maro ar Zant, ar pez a c’hoarveze aliez Dioc’h an noz pa z’ea Fransez d’he doullik kambr evit en em rei d’ar bedenn, an diaoul a iea var he lerc’h. He oll c’halloud a lakea da viret out-han da bedi, da gomz ouz Doue : hag, evel ma n’oa ket treac’h dez-han, e lamme varn-han, hag e veze klevet er gampr-se trouz evel a ra daou zen oc’h en em ganna. Avechou all e kroge enn he gollierou, hen heje a gleiz hag a zeou, hag adarre, evel ma n’oa ket evit dont a benn anez-han, her stiape diout-han evel ma stlapor cun dra pa vez drouk out- han. E kreiz an emgannou-ze gand an drouk-spered, e veze klevet o lavaret : « Astennit ho tiouaskell, o va Zalver, evit kuzet ac’hanounn, araok ar sperejou fall ne reont nemed komz dig enn hoc’h enep. » — Avechou all e krie : « Tec’hit divar var zro, drouk-sperejou fallakr ha gaouiaded : ne zentign ket