Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/258

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 250 —

chommche ep lavaret ger, cz’ ca da japell ar gouent da lavaret he ofisou gand ar breudeur all, ar pez a c’hoarveze aliez ; rak Fransez a veze dalc’h-mad e spered douget gand Doue d’an env.

Evelato kaer en d’oa ar Zant pedi, ne c’helle ket tec’het araok ar brezel a rea dez-ban ar brasa enebour en deuz ar c’hristen var an douar. Au diaoul, eme St Per, a zo bemdez ha bep noz, o troidellat enn dro d’eomp, o klask unan bennag da lonnka, ha Fransez ne oue ket muioc’h espernet gant-han eged ar re all: Ne oue ket kement zoken marteze.

Betek hen, n’em euz lavaret nemed nebeut a dra d’eoc’h divar benn ar brezel en deuz bet Fransez hed he vuez, gand an drouk-spered, rak neuze em biche ranket kounta d’eoc’h he vuez, heur da heur. An diaoul ne ket diviner, ne vel ket larkoc’h eged omp-ni enn amzer da zont ; evelato, o velet an Urz en d’oa diazezet Fransez var cur mean ker stard, ep beza diviner, oa eaz dez-han gouzout e teuche, ar re a iache enn Urz-se da enebi out-han betek ar maro, ha da viret out-han da jacha kement a eneou d’an ifern. Setu pe-