Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

evit hol lodenn euz ar poaniou en euz gouzanvet J.-K., setu eno, Breur Leon, oanik Doue, setu eno ar guir joa. Kredit ac’hanounn, rak ar c’haerra tra a oufemp da ober eo en em drec’hi hon unan ha gouzaon pep tra dre garantez evit Doue. »

Goude beza klevet komzou evelse, ha souezet e viot o velet ar burzud braz a ia da c’hoarvezout var menez Alvern ?

Lavaret em euz d’eoc’h oa gourc’hemennet d’ar Breur Leon miret ouz den ebed mont da zirenka ar Zant enn he doullik kambr : n’en d’oa da ober nemed lakaat bemdez, dioc’h an noz, eun tamm bara hag eur banne dour e kichenn an or. Da hanter noz avad, pa veze deuet ar poent da lavaret ar Matinezou, e tlie dont d’her c’hemenn dez-han en eur lavaret, a vouez huel, ar c’homzou kenta-man euz ar Brevier : Domine labia mea aperies : — Aoutrou, c’houi a zigoro va muzellou. — Ma respounte ar Zant : Et os meum annuntiabit laudem tuam : ha va zeod a zisklerrio ho meuleudiou, neuze Leon a iea enn tammik kamkr evit lavaret he Vrevier gant-han. Mez ma