Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/256

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 248 —

zer da gomz evelse. Evelato a benn eur pennad, Leon, souezet ouz he glevet, a lavaraz « Tad, me ho ped, enn hano Doue, lavarit dign e peleac’h eman ar guir joa. »

Setu aman, eme ar Zant. « P’en em gavimp e Stez-Mari, gleb-dour-teil, skournet gant ar riou ; pa skoimp var an or da c’houlenn digor ; ma lavar ar porcher d’eomp : c’houi n’hoc’h nemed daou zen didalvez, daou c’hallouper-poullou, deuet da laerez aluzenn ar paour ; ha ma lez ac’hanomp epad an noz da loja er meaz, var ar skourn hag e kreiz an erc’h, mar gouzan vomp an dra-ze ep en em glemm, en eur veuli Doue abalamour ma tlie rei muioc’h a boan d’eomp c’hoaz, setu eno ar guir joa. — Ha ma teufe ar riou hag an naoun d’hon digas adarre da gichenn an or ; ma teufe neuze ar porcher er meaz euz ar gouent, eur vaz teo gant- han enn he zour, da rei d’eomp bep a roustad bac’hadou, mar sko kement varnomp ma vezo hor c’horf bronduet ha goloet a c’houliou zoken, neuze mar gouzavomp an dra-ze er guel a Zoue,