Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/255

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 247 —

kenan oa an amzer. Eur pennad a ioa edont enn hent ha n’oa ger ebed etrez-ho. Enn eun taol, Fransez a lavaraz : « Oh ! ma lakafe an A. Doue ar Breudeur-bian da rei d’ar bed oll ar skouer euz ar brasa santelez ! Hag an dra-ze a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »

Eur pennadik larkoc’h : « O Leon, ma velfemp ar Breudeur-bian o rei ar gueled d’ar re zall, ar gomz d’ar re vud, ar bale d’ar re gamm, ar vuez d’ar re varo, ha kementse a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »

Eun tammik pelloc’h : « Ma oufe ar Breudeur-bian kement iez a gomzer dre ar bed, mar gelfent ober skol var an oll skiantchou, mar gelfent lavaret an amzer da zont, mar gelfent lenn e kaloun pep den, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »

Eun tammik larkoc’h c’hoaz : « O Breur Leon, oanik Doue, ma teufe ar Breudeur-bian da sklerijenna speret an oll dud divadez, ha d’ho lakaat da veza kristenien, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »

Fransez a gendalc’haz eur maread am-