Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/254

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 246 —


— Tad keaz, eme Leon, Doue a c’hoar em oa c’hoant avoalac’h da lavaret ar pez a c’hourc’hemennac’h dign.

— Enn dro-man da viana, respountit evel ma livirign d’eoc’h. Me a lavaro : « O Fransez, denik dister, ha mad da netra, kaout a ra d’eoc’h evit mad en devezo Doue truez ouzoc’h ? Ha c’houi a lavaro ar memez tra var va lerc’h. » — Leon a respountaz : « Doue en devezo truez ouzoc’h, da doriou ar Baradoz a vezo digor-braz evit ho tigemeret, rak an nep en em izella a vezo huelleat. N’ounn ket evit respount nemed evelse, rak Doue he unan eo a gomz dre va ginou. »

Pa z’eo guir euz hano ganeomp euz ar Breur Leon, setu aman eun dra all divar he benn hag a ziskouezo d’eoc’h pegement a garantez a ioa e kaloun Fransez evit J.-K. Goude beza lennet an dra-man ne vioc’h ket souezet o klevet ar pez a zo c’hoarvezet var menez Alvern.

Eun dervez edo Fransez ha Leon o tont ho daou euz a gear Perouz da gouent Stez. Mari-an-Elez. Kazarc’h ha dour-erc’h a goueze bep eil var ho c’hein : ien