Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/253

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 245 —

euz great, ma tlefac’h beza stlapet e puns an ifern. — Ha c’houi, Breur Leon, a respounto : Ia, e kreiz tan an a ifern e tlefac’h beza o tevi. »

Breur Leon, evel eur c’hraouadurik, a lavaraz : « Ia, a galoun vad e rign an dra-ze. » — Mez e leac’h respount evel m’en d’oa lavaret Fransez dez-han ober, Leon a respountaz : « Doue a lakaio ac’hanoc’h da ober kement a vad ma z’eot d’ar Baradoz. »

Ar Zant her skandalaz. «Ne ket evel-se eo d’eoc’h da ober, Breur Leon. Pa « livirign : O Breur Fransez, kement a draou oc’h euz great a enep Doue, ma tlefe rei d’eoc’h he valloz, lavarit : Ia, c’houi a dlefe beza milliget. » — Leon a respountaz : « O Breur Fransez, Doue en devezo truez ouzoc’h hag e viot er renk huella e touez ar re euruz. »

Neuze ar Zant evel pa viche eun tamm drouk enn-han : « Petra, Breur Leon, divez avoalac’h oc’h evit mont a enep ar reolenn a lavar e rankor senti atao ouz an Tad a zo e penn an Urz, hag o respount ken aliez dishenvel dioc’h ar pez am euz gourc’hemennet d’eoc’h? »

14*