hon Urz a deuio da zilezer ar reolenn ha da veva e stad a bec’hed ne jommint ket enn hon touez. Unan a zaou a raint : pe e kofesaint ho fec’hejou hag e tistroint var an hent mad, pe, ne raint ket, ha neuze e vezint kaset kuit. »
Doue en d’oa diskuillet an traou-ze da Fransez abalamour d’he bedennou, d’he binijennou, hag ive abalamour ma veve distag dioc’h oll draou ar bed-man. Ne felle dez-han kaozeal nemed gand Doue hagout-han epken. Gourc’hemenn mad en d’oa great da Leon miret ouz den ebed da vont var he dro, hag ar Breur Leon a ioa sentuz. Eur veach epken oa chommet dizent, ha me a ia da gounta d’eoc’h penaoz.
An dra-man a ioa er penn kenta euz an Urz. Eun dervez edo Fransez ha Leon ho veaji. N’oa leor ebed gant-ho evit lavaret ar pedennou a rank ar veleien da lavaret bemdez, ha koulskoude oa deuet an heur. « Breur Leon, eme Fransez, n’hon euz leor ebed evit lavaret ar pedennou merket Evelato eo red d’eomp kana meuleudiou da Zoue. Setu aman penaoz e raimp me a lavaro : Breur Fransez, kement a bec’hejou oc’h