Kerkent ha m’oue en em gavet ec’h en em dennaz enn he doullik kambr. Ne felle dez-han den var he dro nemed ar Breur Leon, he vignoun, an hini ma c’houlenne kuzul digant-han pa veze eun tammik nec’het, an hini a veze peurvuia gant-han enn hent, he dad konfesour, evel em euz lavaret d’eoc’h araok breman. Eno e tremene he amzer o pedi hag o komz ouz Doue. Aliez he spered ne veze ket var an douar tan karantez Doue a zeve kement he galoun ma veze savet enn env evit komz out-han : ha Doue en euz disklerriet dez-han meur a veach traou burzuduz.
Eun dervez e c’halvaz ar Breur Leon hag e lavaraz dez-han : « Breur Leon, Doue en euz diskuillet dign pevar zra. 1° Ar genta, e pado hon Urz betek fin ar bed. — 2° An eil, ar re o devezo eur guir garantez evit hon Urz, hag hor breudeur, o devezo, da heur ho maro, keuz ha glac’har d’ho fec’hejou hag ar pardoun euz anez-ho. — 3° An drede, ar re a hegaso hag a raio brezel d’hon Urz a varvo abarz nemeur ma ne reont ket a binijenn. — 4° Ar breudeur euz