Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





DEKVET PENNAD


————


Fransez var menez Alvern. — Pevar dra disklerriet gand Doue. — Ar Breur Leon dizent. — Ar guir joa. — Ar Brevier. — Fransez hag an diaoul. — Gouliou St Fransez. Ar Breur sklerijennet. — Gouli e gostez anavezet. — Klenved var ar chatal. — Barrou kazarc’h. — E kreiz an erc’h. — Burzud ar Gouliou anavezet gand an Iliz.


————



Diarc’henn ha dilerou, Fransez hag ar Breur Leon a ieaz euz a Zantez-Mari da gouent menez Alvern. Kals a boan o d’eoue, an daou vanac’h, oc’h ober eur veach ken hir ha ken diez. Bale a rankent dre ar vein, a-dreuz an drez hag ar spern, rak menez Alvern a ioa enn eur vro c’houez, sounn, ha n’oa hent ebed evit sevel var he c’horre. Nag a boan en d’eoue ive-ta ar Zant evit sevel betek eno, en, ken uzed he gorf hag he iec’hed ! Mez tan ar garantez a ioa enn he galoun, hag a roe nerz dez-han.