Zant, a ganaz an Ofisou ker brao ha ker brao m’oa eun dudi ho c’hlevet. An traou-ze a blijaz kement d’ar mabik Jesuz, ma teuaz d’en em ziskouez da Fransez, ha da garga he galoun a levenez.
Enn dervesiou kenta a viz genver euz ar bloaz 1224 ec’h en em gavaz e kouent Asiz evit guelet he vreudeur ; mez ne zaleaz ket eno, n’oa ket evit chomm ep labourat Setu perag ez’ eaz adarre enn hent, evit-han da veza torret he gorf hag uzet he iec’hed gand he labourou hag he binijennou Mont a reaz dre ar c’herriou, dre ar parresiou divar ar meaz, dre greiz ar c’hoajou ; ha dre ma z’ea ne ehane da brezek d’an oll karet Doue, kofez ho fec’hejou hag ober pinijenn anez-ho.
Da viz eost e teuaz d’ar gouent a ioa savet evit-han var menez Alvern gand an den pinvidik Orlando. Deuet oa di evit en em lakaat e stad da ober gouel St Mikeal guella ma c’hellche. Enn arc’hel-man en d’oa eur fizianz vraz ; her c’hemeret en d’oa evit patroum he Urz dirag Doue : bep bloaz e rea enn henor dez-han unan euz an nao goraiz a rea.
14