Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/248

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 240 —

da Zoue. Fransez a rankaz abarz ar fin anzao e kane an eostik braoc’h evit-han hag oa treac’h dez-han. Her gervel a reaz neuze da zont d’her c’haout. An eostik ha zentaz raktal hag a deuaz da ziskenn var he zourn. Ar Zant en em lakeaz da floura he benn dez-han en eur lavaret e kane braoc’h evit-han meuleudiou d’an A. Doue. Goudeze e roaz da zibri dez- han euz an tamm bara a ioa gant-han, hag e la varaz dez-han mont kuit. Mez an eostik ne rea van evit her c’hlevet, ken a deuaz Fransez da rei dez-han he vennoz. Breman avad, kerkent ha ma lavaraz Fransez dez-hau mont adarre da gana dre ar c’hoajou madelez Doue e kenver he graouadurien, e nijaz kuit en eur richounat.

Ha ne ket mall d’eomp distrei da histor Hor Zant ? Her lezet hon euz, evel a ouzoc’h, o prezek dre vro ar Romagn hag an Ombri, er bloaz 1223. D’ar 24 a viz kerzu, derc’hent gouel Nedelek, e teuaz da zelaou Ofern an hanter-noz da eur gouent a ioa e kreiz koat Gresio. Kement tra vrao a ioa er gouent a oue lakeat er meaz. An oll vreudeur, enn dro d’ar