Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/247

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 239 —

gant-han e kement leac’h ma z’ea, hag a rankaz he lezer enn eur gouent Leanezed paour. Ar re-man he zalc’haz betek he varo, ha, gand he c’hloan, e rejont eur zae d’ar Zant.

Eun histor all c’hoaz araok achui. Eun dervez edont adarre enn hent, ar Breur Leon hag ar Zant. Edont o vont da zibri ho lein enn disheol azindan eur vezenn, enn eur c’hoat, pa glefchont eun eostik o kana. Kaloun ar Zant a dridaz enn he greiz.

— Selaouit-ta, Breur Leon, emez-han, an eostik o kana meuleudiou da Zoue ; red eo d’eoc’h diskana out-han.

— Tad keaz, eme Leon, gouzout a rit ne ouzounn ket kana, rak faoz eo va mouez.

— Neuze-ta, eme Fransez, me a ranko hen ober.

Hag ar Zant, ep mez ebed, evel eun den diskiant, pe, evit lavaret guell, evel eur c’hraouadurik, da ziskana ouz an eostik. Adalek poent lein betek an noz e chomchont ho daou evel-se, pep-hini d’he dro, an eostik da fringoli ha Fransez da ziskana out-han en eur gana kantikou