Araok breman em euz lavaret ha diskouezet d’eoc’h pegement e karie Fransez an anevaled, dreist oll an denved. Setu aman eun tammik histor all var an dra-ze.
Pa veze Fransez o veaji dre an hent, an denved a veze er parkeier a lamme er meaz hag a deue d’her c’haout, da lipat he zaquarn gand ho zeod, d’en em frota out-han ha da vlejal pa z’ea diout-ho.
Eun dervez e velaz, o peuri enn eur foennok, eun danvad e mesk eur vandenn vouc’hed. Glac’haret oll e oue o velet kementse Distrei. a reaz ouz ar breudeur a ioa gant-han en eur lavaret dez-ho : « Evelse edo gueach all Hor Zalver e touez ar Juzevien, red eo tenna an danvad paour alese. Mont a rejont oll da varc’hata an danvad, great e oue ar priz ; mez, pa oue red paea, den n’en doa guennek enn he c’hodell ; n’o d’oa oll nemed ho mantellou ! Setu int-hi goall-glac’haret. Eur marc’hadour a ioa o tremen dre eno en d’eoue truez out-ho, hag a baeaz an danvad. Heman a ieaz raktal da heul ar Zant evel pa viche bet desket an dra-ze dez-han. Mez allaz ! Fransez n’oa ket evit kas ar paour keaz penn-danvad