Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/245

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 237 —

c’hemennet ar Zant dez-ho. Ha Riger, krenveat enn he feiz, a oue kerkent karget he galoun a levenez. P’en em gavaz el leac’h m’edo Fransez astennet var he vele a boan, heman a zavaz, evit-han da veza beac’h dez-han chomm enn he za ; mont a reaz d’her c’haout, taoler a reaz he ziouvreac’h enn dro d’he c’houzouk, en eur lavaret dez-han: « Va map ker, choa braz em euz ouzoc’h : euz an oll vreudeur a zo er bed, c’houi eo a garan ar muia. » Goudeze e reaz sin ar groaz var he dal, hag en eur boket d’al leac’h m’en d’oa great sin ar groaz e lavaraz : « An Drouk-Spered a zo pell-zo o taga ac’hanoc’h, oc’h alia ac’hanoc’h da vont var an hent fall ha da goll fizianz e Doue. Evit mad ho silvidigez eo c’hoarvezet kementse. Mez pa z’eo guir oc’h euz re a boan oc’h harpa ouz ar brezel a ra d’eoc’h an Drouk-Spered, hivizikenn ne deuio mui da daga ac’hanoc’h, na da ober poan ebed d’eoc’h. » Hag, e guirionez, abaoue an dervez-se, Riger ne oue mui lakeat nec’het gand ardou an diaoul, hag herrio, evel em euz her lavaret d’eoc’h, eman lakeate renk ar Zent.