Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

did pedi ; daonet out koulskoude, me a zo krog enn-out. »

Ar breur paour, dizec’het he galoun, ha skuiz oc’h enebi ouz an diaoul, a lavaraz eun dervez : « Me a ielo da gaout va zad, Fransez. Ma vezan digemeret mad gant-han, an dra-ze a ziskouezo e vezo Doue trugarezuz emm c’hever, hag e kar ac’hanoun c’hoaz ; ma vezan digemeret fall e vezo eur merk evid-ounn ounn dilezet gand Doue ha daonet evit eur jamez. » Ker buan great ha lavaret ; hag en var eeun da Asiz.

D’ar mareou-ze Fransez a ioa e palez Eskop Asiz, klan gand he glenved diveza. Doue a zisklerriaz dez-han e pe stad edo ar Breur Riger, ha perag e teue d’her c’haout. Dioc’htu e c’halvaz ar Breur Mase hag ar Breur Leon. « It, emez-han, da ziambrouk ar Breur Riger a zo erru d’am guelet. Roit dez-han daou bok euz va ferz : komzit out-han gand ar brasa douzder : lavarit dez-han her c’haran emm c’haloun dreist an oll vreudeur a zo skuillet dre ar bed. »

Leon ha Mase a ieaz raktal enn hent. Ober a rejont kement tra en d’oa gour-