Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/243

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 235 —


Ha ker buan e tistagaz an darea blokad a ioa er vinienn evit her rei d’ar breur klan. Hag heman da zibaba dioc’h ar blokad, a bini da hini, an eil rezinenn varlec’h eben. Fransez a zebre ive dioc’h he du, hag en eur zellet ouc’h he vreur :

— Han ! Ha ne ket mad ar rezin ?

— Eo mad tre. Dare brao int ive zokenn.

— Mad, debromp-ta, va breur, ar pez a raio vad d’eomp, ha trugarekaomp Doue da veza lakeat rezin dare var hon hent.

Ha braoc’h e c’helle ar Zant diskouez he garantez evit he vreur klan, ep ober an disterra mez dez-han ?

Eun histor all c’hoaz, evit diskouez d’eoc’h pegement a garantez en d’oa Fransez evit he vreudeur.

Eur breur, han vet Riger, ha lakeat abaoue he varo e renk ar Zent, a veze goall daget gand an Drouk-Speret. N’en d’oa tamm ehan ebed: nos-deiz an diaoul a vroude anez-han e pep giz: a bep seurt sonjou fall a zigase enn he spered. Pa bede e kave dez-han klevet he ziouskouarn o voudinella gant ar c’homzou-man : « Paour keaz Riger, ne dal ket ar boan