Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/242

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 234 —

e kreiz an douarou. Ear ar parkeier ha c’houez ar bokedou a raio ar brasa mad d’eoc’h, a gredan.

Ar breur klan ne c’houlenne ket a vell.

Mont a reant ho daou dre an hent en eur bedi hag o komz euz a Zoue. Enn eun taol, Fransez a jommaz a za.

— Sellit-ta va breur, marteze oc’h eun tammik skuiz. Mar kirit ez’aimp da ehana aman, er park-man, e disheol delliou ar vinienn a velit aze.

— Eomp-ta, eme ar breur klan ; eun tammik ehan ne raio ket a zroug dign.

Setu an daou relijiuz er park.

—Sellit-ta, va breur, eme Fransez, setu aman eur blokad rezin hag en euz an ear da veza mad avad. Perc’henn ar park-man a zo unan euz hor mignouned ; bemdez e tigas he aluzenn d’eomp. Ne d’aio ket a zroug enn-han o velet ac’hanomp o kemeret bep a vlokad.

Ha ker buan ar Zant distaga unan, hag en em lakaat da zibri. Ar breur klan a zelle out-han, mez ne grede ket kemeret.

— Ac’hanta, va breur, eme Fransez, ha c’houi, ha ne gemerfot ket ? Me a ia da gutuill eur blokad d’eoc’h ive.