Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

klerria a ran d’eoc’h e guirionez, pep hini a dle ober dioc’h he nerz : lod a zo hag a rank kaout kals, ha lod all nebeutoc’h. Diouallomp da zibri re, an dra-ze a zo noazuz d’an ene ha d’ar c’horf : diouallomp ive da zibri re nebeut, rak Doue, ma lavar d’eomp ober pinijenn, ne c’houlenn ket e varfemp gand an naoun. Va breudeur, dre garantez evit hor breur hon euz debret gant-han, ne ket dre c’hoantegez na a dre izoum oa. »

Setu aman eun dra all hag a ziskouez d’eoc’h pegenn izinuz oa Fransez evit diskouez, e garantez e kenver he vreudeur. Doue a zisklerriaz dez-han eur veach oa eur breur klan hag en d’oa eur c’hoant vraz da gaout rezin, mez ne grede ket goulenn. Fransez a ieaz d’he gaout var digarez goulenn kelou euz he iec’hed. Goude beza komzet out-han er pennad, e lavaraz :

— Va breur, gouzout a ran oc’h klan eur pennad-so. Me gaf dign e rafe vad d’eoc’h kemeret eun tamm an ear. Mar kirit, ez’aimp hon daou da bourmenn er meaz euz ar gouent, dre ar guinojennou,