Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/240

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 232 —

a ha va re-me ; hag herrio eman var loan ha me a rank bale. » A veac’h m’oa eat ar zonj fall-ze e kaloun ar Breur Leonard, m’oue guelet Fransez o tiskenn divar he azen en eur lavaret: « Ne ket deread di- « me, va breur, mont var loan. ha lezer « ac’hanoc’houi da vale, rak, er bed, << oac’h noploc’h ha pinvidikoc’h evidom-me. » Ar Breur Leonard, mantret ha mezek o velet e gouie ar Zant pe seurt sonja ioa enn he galoun, en em strinkaz en eur voucla d’he dreid. Anzao a reaz ar zonj fall en d’oa bet, ha gant choa e oue pardounet.

Fransez a ioa rust evit-han he-unan, mez mad kenan oa evit he nesa. Eun nosvez eur relijiuz iaouank, dinerzet gand he iunniou, en em lakeaz d’en em glemm en eur lavaret: « Mervel a ran gand an naoun. » Ar Zant her c’hlevaz. Ker buan e savaz, hag e lavaraz lakaat eun tamm boued var an daol. Evit miret n’en diche mez ar relijiuz iaouank ec’h azezaz var ar skaoun enn he gichenn. Gervel a reaz zoken ar relijiuzed all da zont da zibri gant-ho. Goude m’oa achuet ar pred, e lavaraz : « Va breudeur, hen dis-