ar pez en deuz laeret divar va c’houst.
Neuze Fransez, gand eur vouez douz evel mouez an eal, a lavaraz :
— Sellit, setu aze va mantell ; me he ro d’eoc’h n’emeuz nemed an dra-ze, anez em biche roet c’hoaz d’eoc’h. Pedi a ran ac’hanoc’h enn hano Doue da bardouni d’ho mestr.
Ker buan e lammaz he vantell divar he ziouskoaz hag he roaz d’ar paour. Heman a gemeraz ar vantell en eur blega he benn. Ker buan all ive e oue guelet daelou puill o koueza euz he zaoulagad : pardonnet en d’oa d’he vestr.
Setu aman pegenn dister ec’h en em lakea, en hag a rea burzudou ker braz.
Eun dervez edo oc’h ober eur veach hir gand ar Breur Leonard, a ioa eveld’han euz a gear Asiz. An den Doue, torret he gorf gand al labour hag ar skuisder, a ioa savet var an azen a ioa gant-ho. Ar Breur Leonard, skuiz kenan ive a iea d’he heul var he droad. An Drouk Spered a c’houezaz eur sonj fall enn he galoun. Lavaret a rea out-han he unan en eur zonjal e Fransez : « Eun tamm mad a gemm a ioa, e kear Asiz, etre tud heman