St Bonavantur, sentuz ouz aliou ar Zant, bleiz ebed n’en euz great drouk d’ho anevaled, hag ar barrou arne a droe divar ho douar evit kas ar c’hazarc’h da goueza enn eun tu-all bennag.
Sant Bonavantur, nevez-ganet e Bagnara, klan da vervel, a oue pareet ha badezet gand St Fransez. Deuet enn oad e z’eaz e Urz ar Breudeur-bian. Skriva en euz great histor ar Zant en d’oa her pareet ha badezet, ha lakeat eo e renk Doktoret an Iliz.
Eun dervez edo Fransez o vont da gear Perouz p’en en gavaz gant-han var an hent eur paour, ruz glaou he zaoulagad gand an droug a ioa enn-han.
— Breur, emez-han, perag euz kementse a zroug enn oc’h ?
Ar paour en em lakeaz da leusker a bep seurt mallochou var he vestr en d’oa laeret, a lavare, kement tra en d’oa.
— Breur, eme adarre ar Zant, red eo d’eoc’h pardouni d’ho mestr pe e kolloc’h hoc’h ene gand ho madou, ar pez a zo goasoc’h.
— Nann, nann, eme egile, ne bardounign biken anez-han, ma ne ro ket dign