Eun dervez, Fransez a ioa o veaji gand eun den divar ar meaz, etre Gresio ha Katanello, pa deuaz eur vandenn vleizi da lipat he zourn dez-han evel ma ra ar chas. Pa velaz tud ar vro an dra-ze e teujont oll d’he gaout ha da bedi anez-han d’ho dizamma dioc’h an diou voalenn a gastize hag a c’hlac’hare anez-ho : ar bleizi hag a c’hazarc’h. Fransez a lavaraz dez-ho : « Evit henor ha gloar Doue oll c’halloudek, me ro d’eoc’h va ger e teuio mestr an env hag an douar da denna divarnhoc’h an diou voalenn ho klaz, hag e teuio douar ho pro da rei eost ar guella, e pep tra, mar kirit kredi ac’hanounn ha kaout truez ouz hoc’h eneou en eur ober konfesionou mad, ha pinijennou evel ma z’eo dleet evit pec’hejou ker braz. Mez disklerria a ran d’eoc’h ive, mar teuit da veza dianaoudek, mar kouezit enn ho pec’hejou koz, Doue, droug enn-han, a zigaso eun hanter muioc’h a vleizi da voasta ho pro, hag a lakaio ar c’hazarc’h da goueza aliesoc’h var hoc’h eost pa vezo o vont da zarevi. »
Epad me chommet tud Gresio, eme