Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/236

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 228 —

« digasit aman balsam ha bokedou c’houez vad evit goestla ar mean-man a da Zoue. » Ar Breur Leon a zigasaz dez-han eur vuredad eol. Fransez her skuillaz var ar mean, evel m’her greaz gueach-all Jakob, en eur lavaret ar c’homzou-man « Ar mean-man eo Aoter an A. Doue. »

Ha ne zantit ket ho kaloun o tomma enn ho kreiz, o klevet traou ker burzuduz ? Lenner, karet a rit St Fransez pa z’eo guir e lennit al leorik-man, ha, ma n’her c’harit ket c’hoaz, her greot abarz nemeur o velet an traou burzuduz en euz great. Mad, pa garor eun den ne c’houlenner ket a vell eged klevet, an aliesa ar guella, hano anez-han hag euz ar pez en euz great. Abalamour da-ze e z’an da gounta d’eoc’h eul lodennik euz an traou burzuduz en euz great Fransez. Lavaret a ran eul lodennik, rak mar ho c’hountfenn d’eoc’h oll e ven re hir. Hag ouspenn, unan bennag anez-ho em euz kountet d’eoc’h araok breman. En eur lenn an traou-man e velfot penaoz oa great kaloun Fransez, mignoun an A. Doue. Baleit var he roudou.