roit dign eul lodennik euz ho krasou. » Pa zave Fransez re huel ha ne c’helle ket tizout betek enn-han, ec’h en em strinke d’an douar, el leac’h m’edo Fransez araok beza savet enn ear. Avechou e save kenn huel ma ne c’helle ket her guelet, neuze e vouele hag e c’hirvoude gand aoun da goll he dad. Klevet a rea ar Zant o komz ouz Doue, avechou gand enkrez ha spount, avechou evel ma komz eur mignoun ouz eur mignoun all. Meur a veach e vele enn dro dez-han eur sklerder lugernuz meurbed, hag e kreiz he huanadou. ne gleve nemed ar c’homzou-man : Oh ! na pe ger braz oc’h, o va Doue, ha me pe genn dister !
Eun dervez goude m’oa diskennet Fransez d’an douar, Hor Zalver a ziskennaz ive var eur roc’h plad, e veze Fransez o tibri he bred varnez-hi pa dremene dre eno. Ar Zant a redaz d’he gaout, hag a jommaz eur pennad mad da gaozeal gant-han ; mez den ne gleve ha ne gouie petra lavarent an eil d’egile. Dioc’htu m’oa savet Hor Zalver d’an env, Fransez a ziredaz, laouenn evel an heol, da gaout ar Breur Leon, hag a lavaraz dez-han :