Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

petra roe da Fransez ar c’halloud da ober burzudou : ar bedenn, hag ar bedenn epken.

Aliez e kreiz he bedennou e chomme evel sebezet : he spered hag he galoun a veze savet d’an env da gomz ouz he vuia karet. Aman e renkan kounta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet ouspenn eur veach, evit diskouez d’eoc’h pegement e veve karantez Doue e kaloun hor Zant.

Peur vuia pa z’ea da brezek enn tu bennag, e veze atao gant-han ar Breur Leon, he dad konfesour. Kerkent ha m’ec’h en em gavent enn eul leac’h distro bennag, enn eur c’hoat pe enn eul leac’h all, ec’h en em daolent d’an daoulin, hag ec’h en em lakeant da bedi Doue a greiz ho c’haloun. Aliez-aliez e kreiz ar bedenn ar Breur Leon a vele, enn eun taol, Fransez distaget dioc’h an douar, ha savet enn ear, evel pa viche o vont d’ar Baradoz. Pa ne veze ket savet huelloc’h eged ment enn den, ar Breur Leon a boke d’he dreid, ho goalc’he gand he zaelou hag a lavare : « O va Doue, bezit truez ouz eur pec’her paour evel d’om-me, dre milidou an den santel-man, ha