Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/233

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 225 —

han. Pourmenn a rea dre ar ru a gare, na ki ebed jamez ne harze var he lerc’h. A benn daou vloaz goude m’oa deuet var an hent made varvaz, ha tud Gubio a vouelaz d’ar breur bleiz, rak pa velent anez-han o tont pe o vont dre ar ruiou, don evel eun oan, e teue da zonj dez-ho euz a vadelez hag euz a zantelez Fransez.

Goude eur burzud ker braz, o klevet prezegennou Fransez hag o velet ar skouer vad a roe, tud kear Gubio ne za- leschont ket da zistrei ouz Doue ha da veva guelloc’h evit na reant a ziagent. Penaoz ive, a zonjit marteze, en euz bet Eransez kement a c’halloud var an anevaled ar re c’houesa, ha var gement tra grouet a zo ? M’her lavaro d’eoc’h e daou c’her : abalamour ma rea pinijennou ar re rusta, hag abalamour ma pede noz-deiz, rak Doue ne ket evit dinac’h netra d’eur bedenn paduz ha great mad. Fransez ne veve ket evit an douar: madou ha plujadurezou ar bed-man, n’en d’oa efer ebed anez-ho. Ober pinijenn ha kaout poan er guel a Zoue, setu petra a glaske. Komz ouz Doue dre ar bedenn, setu he blujadur hag he joa ar vrasa. Setu eno

13*