Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/232

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 224 —


An oll a zavaz ho mouez evit lavaret e kavent mad ha talvouduz ar marc’had great gand ar Zant. Neuze, en eur zistrei ouz ar bleiz, Fransez a lavaraz :

— Ha te, bleiz va breur, ha ne ket evelse ec’h euz lavaret dign e rachez ? Ha derc’hell a ri da ker ?

Ar bleiz, evit diskouez e kave mad ar pez a ioa great, ha n’en em zislavarche ket, a zavaz he bao evit her lakaat e dourn ar Zant.

O velet eun hevelep tra, an oll a laoskaz eur griadenn a levenez ker krenv ma tregerne kear ; sevel a stlakal a reant ho daouarn, evel tud er mieaz anez-ho ho unan. Goudeze ec’h en em daolchont d’an daoulin evit kana meuleudiou d’an A. Doue evit ar vadelez en d’oa bet evit-ho. Fransez en d’eoue beac’h oc’h en em denna euz ho zouez, rak ne rea an dud nemed boda enn dro dez-han evit hen trugarekaat.

Ar bleiz a vevaz c’hoaz daou vloaz goudeze e kear Gubio. Mont a rea bemdez a zor da zor da c’houlenn he damm ; betek enn tiez zoken ez’ea ep ober drouk da zen ; den ebed ive avad ne skoe gant--