Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/231

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 223 —

oll deuet er meaz euz a gear da c’houzout petra c’hoarvesche gand ar Zant. Lounket e vezo, ep mar ebed, eme an eil d’egile, an den paour Fransez gand ar bleiz. Tro oant oll ouc’h ar menez m’edo ar bleiz enn-han. Enn eun taol e velchont ar Zant o tiskenn hag o tont varzu kear, var he lerc’h ar bleiz deuet da veza don. Chomm a rejont oll sebezet. Fransez, gand he vleiz, a ieaz dre greiz an oll varzu kear, bag, en em gavet eno, e savaz var eur mean evit komz ouz ar bobl a ioa deuet d’he heul.

— Va mignouned ha va breudeur, emez-han, Doue en deuz digaset ar voalenn-man da gastiza ac’hanoc’h abalamour d’ho pec’hejou : bale a reac’h var hent an ifern ep aoun ebed, hag e krenac’h dirak eur bleiz ! Koulskoude tan an ifern a zo goasoc’h eged skilfou ar bleiz-man. Distroit var an hent mad, grit pinijenn, hag hiviziken ar bleiz-man ne raio drouk ebed d’eoc’h. Setu aman pe seurt marc’had am euz great gant-han : C’houi, betek he varo, a roio dez-han bemdez pe a dra da veva; hag en, ne raio bikenn ken droug na da zen na da aneval.