Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —


— Bleiz, va breur, eme adarre ar Zant, goall draou ec’h euz great epad da vuez. Ne ket anevaled epken ec’h euz lounket, dibri ec’h euz great ive tud krouet gant Doue dioc’h he skeudenn. Ne dlefe beza nemed ar maro evidot. Kement den a zo dre aman n’en deuz nemed kasouni hag euz ouzit. Mez me a fell dign e vefez e peoc’h gand an oll, rak me a lavaro dez-ho kaout trugarez ouzit. Gouzout a ran eo an naoun eo en euz lakeat ac’hanot da veza kenn didruez ha ker kriz ; mad, mar kerez toui dign e vevi dinoaz hiviziken, hag e chommi ep ober drouk na da zen, na da aneval ebed, e vezo roet dit bemdez peadra da veva.

Ar bleiz a blegaz he benn betek an douar evit diskouez d’ar Zant e toue hag e sentche out-han.

— Deuz gan-en neuze betek kear Gubio evit diskouez d’an oll ec’h euz dilezet an hent fall hag e valei breman var an hent mad.

Ar Zant a droaz dioc’htu he gein d’ar bleiz evit distrei da gear. Ar bleiz a deue d’he heul evel eur c’hi.

Tud Gubio, goazed ha merc’hed, a ioa