Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/229

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 221 —

grena ; rak mar d’oa braz kenan oa ive kriz meurbed. Taga ha samma a rea an dud kerkouls hag an anevaled mud ; ha den ne grede mont er meaz euz he gear ep kaout armou gant-han. Fransez dre druez ouc’h tud Gubio, a lakeaz enn he benn mont da gaout ar bleiz. He unan, ep aoun ebed, leun a fizianz e Doue, e z’eaz er meaz a gear varzu ar menez el leac’h ma rea ar bleiz he guz.

Kerkent ha ma santaz c’houez eun den, ar bleiz a zilammaz varzu enn-han leun a gounnar, ruz he zaoulagad evel daou gef-tan, digor he c’hinou, eun ionenn liou ar goad o tivera dioc’h bek he deod. E fesoun edo o libri eun aneval, pe eun den bennag marteze. Ar Zant a valeaz var eeun varzu enn-han, ha, goude beza great sin ar groaz, her galvaz a vouez huel :

— Bleiz, va breur, deuz aman d’am c’haout. A berz an Aoutrou Krist e tifennan ouzit ober drouk di-me, na da zen all ebed.

Kerkent ar bleiz a zerr he c’hinou, a jomm eur pennadik a za, ha goudeze e teu kenn douz hag eun oan da c’hourvez e-harz he dreid.