Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

chommet ar Breudeur-bian ker stak ouz an lliz katolik.

P’an doa great Franzez kementse e z’eaz da Roum da c’houlenn aotre ar Pap hag he vennoz evit he reolenn. Honoriuz a gavaz ive rustik houman evit ar baourentez ; alia a reaz anez-han da gemeret, ha da zerc’hell ar madou hag al leveou a viche roet dez-han ; rak, emez-han, var var e vezo atao hoc’h Urz, ma n’ho c’heuz nemed an aluzenn da veva. « Tad Santel, eme Fransez, Doue, hag a roio d’eomp he Varadoz er bed all, hag en a c’hello miret da rei d’eomp er bed-man an nebeudik a zo red evit beva ha guiska hor c’horf ? » Ar Pap o velet pegement a fizianz en d’oa Fransez e madelez an A. Doue a jommaz sebezet. Rei a reaz dioc’h tu he aotre d’ar reolenn nevez. Ha Fransez, he galoun karget a joa, a ieaz da brezek, ba da c’hounit eneou da Zoue e bro an Ombri hag ar Romagn.

P’en em gavaz e kear Gubio, enn Ombri, e klevaz oa var dro kear, meur a vloaz a ioa, eur bleiz kement hag eul leue bloaz, hag a lakea keariz oll da