Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/227

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 219 —

petra da ober. « Me, eme Hor Zalver, eo mad ha peadra ho pugale. Ne fell ket dign e teufent d’en em jala e giz ebed gant traou ar bed-man. Da gement hini a vezo enn Urz, hag a zalc’ho mad d’ar reolenn, me a roio dez-ho keinent tra a c’helfent da gaout izoum er bed-man. Seulvui e vizint kals, seulvui ive e roign kals dez-ho. Ne fell ket dign e vent jamez nec’het gand traou an douar. »

O klevet ar c’homzou-ze, an oll a blegaz ep lavaret ger. Goudeze e teuchont oll da Asiz da zisklerria ar reolenn d’an oll Vreudeur a ioa eno, hag oll e tigemerchont anez-hi ep en em glemm. Goudeze e oue great leoriou bian anez-hi evit gellout kas unan da gement kouent Breudeur-bian a ioa er bed.

Houman, an eil reolenn-man, a ioa henvel ouz an hini genta nemed m’oa berroc’h. Eun dra nevez epken a lakeaz ar Zant enn-hi, ha setu aman petra : Gourc’hemenn a rea d’an hini a viche e penn an Urz senti atao hag e pep-tra ouz Hon T. S. ar Pap. Difenn a rea out-han ober netra ep kaout he aotre. Setu perag, abaoue c’houeac’h kant vloaz, eo