merit ive-ta he armou, hag an armou-ze a zo ar binigenn hag ar bedenn : Gant-ho e c’hellot atao enebi ouz an Drouk-Spered, ne ehano d’ho taga ; ha dont a benn anez-han hag euz he finesaou. »
Goudeze e tiskennaz gant-ho da eur gouent a ioa e traon ar menez, evit rei he reolenn da Vreudeur ar gouent-se. Ar re-man a zelaouaz ar Zant : ha p’oa achu gant-han, e c’houlennchont digant-han dousaat eun tamm ar reolenn var ar pez a zelle ouz ar baourentez. « Kreski bemdez, emez-ho, a ra ar Breudeur-bian ; eman leun ar c’houentchou. Ha penaoz kaout boued avoalac’h da gement all a dud ma ne vez espernet netra, ma ne vez lakeat tamm a gostez a benn ma vezo izoum ; rak an aluzennou a c’hell berraat, mankout zoken ? Ha a neuze ?… Euruz hag a galoun-vad, ar Breudeur-bian a raio pinijenn, mez n’o deuz ket a c’hoant da vervel gand an naoun. »
Ep lavaret ger divar benn klemmou he Vreudeur, Fransez a zavaz dioc’htu var ar menez da c’houlenn digant he Vestr