Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/225

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 217 —


— Paourig keaz den, d’en em betra en em jala kement ? Daoust ha c’houi eo oc’h euz great ar reolenn-ze? Ha ne ket me an hini eo! Me a c’hoar petra em euz great. Ar re a blijo ar reolenn dez-ho a jommo enn Urz, hag ar re all a ielo kuit. Na vezit ket nec’het, mar da kals kuit me a zigaso muioc’h c’hoaz d’eoc’h, hag a raio anez-ho relijiuzed ervez va dourn.

Enn eun taol, ha ker buan ha m’oa deuet, ar sklerder lugernuz a ieaz da netra: J.-K. a ioa savet d’an Env. Ar Breudeur, spountet ha goloct a vez, a jomme astennet var an douar da c’hedal petra a ioa o vont da c’hoarvezout. Fransez, evel pa ne viche en em gavet netra burzuduz ebed, a ieaz d’ho c’haout gand kals a vadelez, a grogaz enn ho daouarn, an eil varlerc’h egile, evit ho zevel enn ho za, hag a lavaraz dez-ho gand an douzder ar vrasa : « Savit ha n’ho pezet aoun ebed. Anaout a dleit e z’eac’h a enep ar pez a fell da Zoue, oc’h ober ar pez oc’h euz great. Kaout a rea d’eoc’h oa eun den eo a roe ar reolenn-man d’eoc’h, ha breman e velit e faziac’h. Soudarded J.-K. oc’h ; ke-

13