stad anez-han. Setu perag ne gredaz ket enebi out-han ep eun tammik distro. Abalamour da-ze e lavaraz d’ar Breudeur all mont araog, hag en, pa viche red, a gomzche enn ho hano. Mez ardou ar bed ne dalont netra dirak Doue.
Pa velaz Fransez ar Breur Eli, hag ar re a ioa gant-han, o vont d’he gaout, e z’eaz d’ho digemeret ; hag, evel pa viche drouk enn-han, e lavaraz dez-ho :
— Petra a glaskit ?
— Ar re-man, eme ar Breur Eli, pleget he benn, a gaf re rust ar reolenn oc’h euz great d’eomp, hag e pedont ac’hanoc’h da zousaat anez-hi.
— A. Doue, eme ar Zant o klevet ar c’homzou-ze, hag en eur zevel he zaoulagad varzu an Env, ha n’em oa ket lavaret d’eoc’h ne gretchent ket ac’hanounn ? Perag-ta oc’h euz lakeat ac’hanounn da zisklerria dez-ho ar reolenn-ze ? Evid-ounn me ha va Breudeur kenta he heulio betek ar maro, mez ar Breudeur all, hag hi a reont-ho ive ?
Neuze enn eun taol, J.-K. en em ziskouezaz dirag an oll e kreiz eur sklerder lugernuz meurbed, hag a lavaraz :