eno daou ugent dervez o pedi, o iun, oc’h ober pinijenn, e tiskennaz d’an traon evit rei he reolenn d’he Vreudeur.
Ar Breur Eli, evel em euz lavaret d’eoc’h a ziarog, a ioa, e leac’h Fransez, e penn an Urz. Hogen Eli n’edo ket a du gand Fransez var ar reolenn penn-da-benn ; re striz e kave anez-hi. N’oa mad emez-han nemed da bellaat an dud dioc’h an Urz. Setu perag, pa oue menek da lenn dirag an oll ar reolenn nevez-great, Eli a reaz an neuz da veza kollet, etouez he baperou all, ar paper en d’oa roet ar Zant dez-han.
Fransez, glac’haret oll o klevet kementse, a zavaz adarre var ar meuez evit goulenn kuzul digant Doue, hag a ziskennaz gand ar memez reolenn, ger evit ger.
Mez, epad m’oa bet oc’h ober he dro, Eli en d’oa troet kals Breudeur a du gant-han. Lavaret a reant oll n’oant ket evit senti ouc’h eur reolenn ker rust. Ar Breur Eli a ioa bet dija gourdrouzet gand Fransez. Bet en d’oa, evel a leveror, e begement digant-han ; Evelato, abalamour d’he zantelez, n’oa ket evit miret da ober