Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






NAVET PENNAD


————


Ar reolenn nevez hag ar Breur Eli. — Klemmou ar Breudeur. — Bleiz Gubio. Pedennou Fransez. — Fransez savet enn ear hag ar Breur Leon. — Bleizi Gresio. — Ar paour laeret gand he vestr. — Ar Breur Leonard hag an Azen. — Mervel a rign gand an naoun. — Ar Breur klan hag ar rezin. — Ar Breur Riger. — Eun danvad etouez ar bouc’hed. — Fransez o tiskana ouc’h an eostik. — Ofern hanter-noz Nedelek. — E menez Alvern.


————



Evit-han da veza savet an Trede Urz, evit-han da veza bet digant J.-K. he unan induljanz ar Porsionkul, Fransez ne ankounac’hea ket he Urz he unan, Urz ar Breudeur-bian. Abalamour da-ze e sonjaz, nann lammet eun dra bennag euz ar reolenn genta en d’oa great, mez he disklerria sklearroc’h. Setu perag, evit goulenn sklerijenn digant Doue, e kemeraz gant-han daou Vreur-bian, hag e z’eaz gant-ho var beg eur menez e kichenn kear Rieti. Goude beza chommet