Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/221

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 213 —

ac’hanoc’h da lavaret ar Miserere mei, pe Litaniou ar Verc’hez, pe Litaniou an hano a Jezuz, pe, mar kavit guell, pemp Pater, pemp Ave Maria ha pemp Gloria Patri.

An induljanz a c’hellor da c’hounit ken aliez ha ma keror, dek, daouzek gueach hag ouc’hpenn, gant ma teuor eur pennadik er meaz euz an Iliz, araok mont enn-hi adarre, hag en eur lavaret beb tro ar memez pedennou, pe re all. An induljanz-se a c’hellor da c’hounit evit ar re veo hag ar varo.

En eur achui lezit ac’hanounn da lavaret d’eoc’h ar pez a skrive an Tad Bourdalou, unan euz ar zermounerrien guella a zo bet e Franz. « Induljanz ar Porsionkul a laka an diaoulou da iudal, gand ar gounnar e fons an ifern, abalamour gand an induljanz-se n’o deuz krog ebed er bec’herrien. » Rak, evel oc’h euz guelet, an nep a c’hounit induljanz ar Porsionkul a zo kenn neat he goustianz evel hini ar bugel o tont divar mean-fount ar Vadiziant, evel hini ar merzer a zo o paouez skuilla he c’hoad evit he Zoue.