Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/220

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 212 —

jansou vraz-se ouz Ilizou, aman hag ahount, dre ar bed, evit ma viche easoc’h d’an oll kaout perz enn-ho, ha paea enn eur pennadik dervez, ar boan dleet d’ho fec’hejou er bed-man hag er bed all.

Henvel a c’hellan d’eoc’h an Ilizou, e bro Leon, a zo staget out-ho induljanz ar Porsionkul. Setu int-hi aman : Folgoet — Rosko — Guinevez-Lochrist — Guimilliau — Iliz kouent St Fransez e Montroulez, ha Chapel skol Lezerazien e kichenn Landivisiau.

Breman, petra rankor da ober evit gounit induljanz ar Porsionkul ? Setu aman :

1° — Her guelet oc’h euz dija, red eo kofez gand keuz ha glac’har an oll bec’hejou, ha kaout an absolvenn anez-ho. Enn eur ger, red eo beza e stad a c’hraz, ha mont da gommunia. Mez n’eo ket red kofez ha kommunia er barrez m’eo stag an induljanz out-hi ; pep hini a c’hell kofez ha kommunia enn e Iliz parrez, pe el leac’h ma karo.

2° — Red eo mont enn Iliz e d’euz an induljanz, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennak, n’euz forz pehini. Alia a reor