Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/219

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 211 —

dleet d’ho pec’hejou abaoue dervez ho padiziant betek herrio. Ar memez induljanz o devezo kement hini a deuio aman bep bloaz, d’an daou zervez merket, gant ma kofesaint gand glac’har ho fec’hejou evit kaout an absolvenn anez-ho, ha ma pedint e Iliz ar Porsionkul. »

Ne vioc’h ket eta souezet o klevet ne oue ket pell evit beza embannet dre ar vro ar Pardoun braz. Evelse e vez hanvet aliez induljanz ar Porsionkul ; avechou all e vez hanvet c’hoaz Pardoun braz Asiz. Dont a rea bep bloas, da Zantez-Mari-an-Elez, tud a bep bro. Kountet euz bet ouc’hpenn kant mil den er memez dervez, rak an oll o d’ca c’hoant da baea, en eun taol, an oll boaniou dleet d’ho fec’hejou abaoue ho badiziant.

Mez n’oa ket an oll evit mont da Zantez-Mari-an-Elez : ar re a bell a ranke chomm er gear. Koulskoude Fransez a lavare en doa c’hoant kas an oll d’ar Baradoz, hag evit an dra-ze eo oa roet dez-han an induljanz a c’houlenne. Setu perak, ar Paped, an eil var lerc’h egile, o d’euz, dre ho galloud, staget an indul-