Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

lavaret dez-ho embann enn ho Eskoptiou an induljanz vraz a ioa stag ouz Iliz ar Porsionkul.

Enn dervez kenta euz a viz eost euz ar bloaz 1223, e oue ive-ta eur gouel braz e Stez-Mari-an-Elez. Kals Eskibien a en em gavaz eno, ha, gant-ho, an dud euz ar renk huella euz ho Eskoptiou, ep kounta an dud divar ar meaz a ioa n’eaz gouzout ped anez-ho. Ar Breudeur n’edont ket o chomm enn Itali a ioa ive en em gavet eno evit an darn vuia.

Fransez a oue pedet da ober eun tammik sermoun d’ar bobl. Hen ober a reaz, gant-han enn he zourn, he zermoun skrivet, setu perak e c’hellan he rei d’eoc’h ger evit ger, ne ket hir :

« Va Breudeur, c’hoant em euz d’ho kas oll d’ar Baradoz. Rei a ran da anaout d’eoc’h em euz bet digant an A. Doue, dre c’hinou Hon T. S. ar Pap, eun induljanz vraz hag a bado da vikenn. C’houi oll, deuet aman herrio, mar oc’h euz kofeseat ho pec’hejou gand keuz ha glac’har dez-ho, ha bet an absolvenn anez-ho, n’oc’h euz tamm dle ebed da baea da Zoue, evit ar boan