Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/217

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 209 —

An deiz-se eo a verkan d’eoc’h. It da Roum d’her lavaret d’ar Pap ; kemerit ganeoc’h eun dournad roz ruz ha roz guenn da ziskouez dez-han ; kasit ive ganeoc’h lod euz ho Preudeur ma c’hellint dougen testeni d’ar Pap euz ar pez o d’euz guelet ha klevet.

Ac’hanta, kristenien digaloun, ha ne velit-hu ket penaoz, a fors da bedi ha da ober pinijenn, en euz bet Fransez he c’houlenn digant Doue ? Ha c’houi, hag a lenn an dra-man, ha falgalouni a reot hivizikenn ma ne vez ket roet d’eoc’h dioc’htu ho koulenn ?

Fransez a ieaz dioc’htu var eeun da Roum. Lavaret a reaz d’ar Pap penaoz en doa an A. Doue merket dez-han an eil lodenn euz an dervez kenta a viz eost, hag an noz, betek antronoz, eil a viz eost ken a viche kuzet an heol. Diskouez, a reaz dez-han ive ar roz en doa kaset gant-han. Ar Breudeur a ioa eat d’he heul a lavaraz evel ar Zant, hag ar Pap Honoriuz a aotreaz gant-han dioc’htu ar pez a c’houlenne. Skriva a reaz zoken da Eskibien Asiz, Perouz, Todi, Spolet, Foligno ha d’ar re all a-dro-var-dro, evit

12*